Kroget en deus Konogan da zeskiñ seniñ gant ar vombard da c'hwec'h vloaz e Skol Vroadel Sonerezh Kemper.

D’an oad krenn, e voe profet e vinioù dezhañ gant e dad-kozh.

 

A-benn neuze e krogo Konogan da seniñ gantañ, deskiñ a raio e-unan, hag e implijo tamm-ha-tamm ar benveg gant ar strollad Startijenn, a voe krouet gantañ ha mignoned dezhañ e 1997.

 

E 2002 e voulc'has ivez gant kentelioù pib-ilin e Karaez, pa oa eñ e Lise Diwan.

Ezel eus Bagad Kemper eo bet, ha gantañ e voe kampion Breizh e 2004.

 

D’ar mare-se e sone ivez Konogan e koublad gant e gomper Youenn Chapalain. An daou geneil a vourro o spisaat sonerezh bro Gerne-Izel. Kalz a brizioù a resevjont da enoriñ o labour ha perzhioù mat o sonerezh.

 

E 2006 ez a Konogan da soner a vicher, tra m'en devez tro da seniñ e kalz abadennoù, e Breizh hag e Europa, gant ar strollad Startijenn.

E 2007 e yelo gantañ e ziplom (DE) sonerezh.

 

A-drugarez d'e varregezh war meur a venveg e vez pedet Konogan da gemer perzh e raktresoù sonerezh liesseurt.

E miz Du 2012 eo deuet er-maez e bladenn gentañ, "D'ar pevarlamm", ur raktres diwanet pell 'zo en e spered, maget a sonaozadurioù, levezonet gant ar sonerezhioù hengounel breizhat hag iwerzhonat. En hañv da heul e voe kuitaet strollad Startijenn gantañ, evit plediñ gant e strollad nevez, Pevarlamm.

E fin ar bloavezh 2015 e voe embannet pladenn "Deltu" ar strollad Pevarlamm. 

 

 

 

  • 1990 :  Deraouiñ gant ar vombard
  • 1997 :  Krouet eo ar strollad Startijenn gantañ ha tri mignon dezhañ 
  • 2004 :  Iskampion Breizh ar sonerien e koublad e Gourin kampion kentañ rummad gant Bagad Kemper
  • 2006 : Soner a vicher. Kentañ pladenn gant Startijenn
  • 2012 :  Kentañ pladenn dindan e anv, "D'ar Pevarlamm" kemer a ra perzh er grouidigezh Startijenn-El Taqua
  • 2013 : Sevel a ra e strollad Pevarlamm
  • 2015 : Dont a ra er-maez ar bladenn "Deltu" gant ar strollad Pevarlamm.