Din-me eo ken pouezus saverezh ar binviji hag ar sonerezh e-unan. Er stalioù sonerezh n’eo ket aes kavout ar pezh a zere ouzh ar binviji gant skilfenn. Dav eo mont da gaout luderien ha saverien skilfennoù troet war ar binviji-se. 

Sed aze perak e felle din trugarekaat Daniel Coudignac, Youenn Bihan, Hervieux & Glet, Gilles Léhart, Daniel Le Noan, Daniel Gloaguen, Stéphane Morvan, Jos & Yves-Marie Landrein…evit o labour. A-drugarez dezho e m eus gallet mont war-raok em labourioù ha gwellaat ma binviji… 

 

Ar vombard  : 

 

bombarde-konogan-an-habask

Benveg sonerezh hengounel breizhat, eus familh an hirvombardoù skilfennoù doubl. A-drugarez d’he son kreñv e c’heller seniñ ganti er-maez. Da vare ar c’hroaziadegoù (XIIvet kantved) e voe degaset ar bombardoù kozh kentañ en Europa ha goude o deus emdroet betek o stumm a-vremañ.

 

Graet a ebena pe a veuz peurvuiañ, gallout a reont bezañ kinklet gant gwalennoù e korn, e korn olifant pe e staen. Gant ar saverien binvioù arnevez eo bet kaset war-raokar benveg. En XXvet kantved eo aet skeul ar benveg a vodoù "dizingal" war-zu ar skeulioù "ingal". Dre ouzhpennañ alc’hwezioù e c’heller bremañ implijout kalz a zerezioù war ar vombard. Ez-hengounel e vez c’hoariet binioù asambles ganti.

 

Seniñ a ra Konogan gant bombardoù Hervieux & Glet, G.Léhart, D.Coudignac, Y. Bihan.

 

 

 

Ar binioù :

biniou-coz-konogan-an-habask

Ar binioù a zo aozet gant ul levriad, e lec’h ma vez c’hoariet an tonioù gant ar soner, ur c’horn-boud, son boud a glever ingal, hag ur sutell evit c’hwezhañ er sac’h a vez douget gantañ dindan e vrec’h. An holl lodennoù-se a zo staget ouzh ar sac’h gant skodennoù. Ar son c’hoariet a zo skignet dre ur skilfenn doubl, hag hini ar c’horn-boud dre ur skilfenn simpl, graet gant korzenn peurvuiañ. Ar binioù kozh a zo sur a-walc’h binioù skiltrañ ar bed ! Seniñ a ra war eizhvedenn uhelañ ar vombard.

Seniñ a ra Konogan gant binioù Youenn Bihan, Hervieux & Glet, Per Guillou, ha levriadoù Coudignac, Bothua.

 

 

Ar pib-ilin (Uilleann pipes) :

uilleann-pipe-konogan-an-habask

Ar binioù iwerzhonat eo. « Uilleann » a dalvez « ilin » e gouezeleg. A-drugarez d’ur sutell stag ouzh e ilin e kas ar soner aer evitc’hwezañ ar sac’h a zo dindan e vrec’h all. Ar binioù-se a zo unan eus ar re glokañ ! Ouzhpenn al levriad, e lec’h ma vez c’hoariet tonioù gant ar soner, e vez klevet ivez ar c'hornioù boud (boud, bariton ha tenor), a vez implijet pe get a-drugarez d’un alc’hwez. An elfennoù heverk pennañ a gaver er benveg-se eo an tri reizher. Seurt levriadoù int, gant alc’hwezioù war pep hini, a vez pouezet warno gant an arzorn a-benn kempouezañ an ton. Stumm ar pib-ilin a-vremañ a gaver abaoe an XIXvet kantved. Ar benveg en e bezh a vez graet « full set » pe « concert pitch » eus outañ (e re), ha « flat set » a vez graet eus ar binviji gant ur son izeloc’h (do, si b).

 

Seniñ a ra Konogan gant Full set Andreas Rogge gant ur chanter (levriad) Thomas Aebi.

 

 

Low whistles :

DSC 2446

Hounnezh a zo ur fleüt a zo ganti ur son izeloc’h eus un eizhvedenn e-keñver an tin whistles. Ar fleüt a vez graet « iwerzhonat » eus outi a zo boutin e Breizh ivez, hag e veze anvet « fleüt » gant sonerien deroù ar c’hantved tremenet. Peurvuiañ e soner ivez ganti pa vezer o teraouiñ gant ar vombard.

Er bloavezhioù 1970 eo bet savet al low whistle kentañ, gant Bernard Overton, gourc’hemennet gant Finbar Furey, ur piper iwerzhonat brudet. Evel-mañ eo e voe krouet ar benveg heson a anavezer, hag a vez implijet gant ar piperien a bebeil gant o fib-ilin.

 

Seniñ a ra Konogan gant lowoù whistles Goldie ha Tin whistles Susato ha generation.