d-ar-pevarlamm-konogan-an-habask

D'AR PEVARLAMM, pladenn gentañ Konogan an Habask, a ziskouez e sell war sonerezh Breizh hag Iwerzhon. Liammet eo an titl ouzh ar  pevar benveg a vestroni (bombard, binioù, uilleann pipes, low whistle). Evel ur marc'h d'ar pevarlamm eo bev ha birvidik e sonerezh.

 

Brudet e-touez ar sonerien daou-ha-daou, bet o soniñ e Bagad Kemper, Konogan a zo dibaoe 15 vloaz unan eus izili ar strollad festoù-noz anavezet Startijenn. Gant ar raktres-mañ e gas da benn bloavezhioù a sonerezh ha sonaozadurioù nevez.

Gant dañsoù lañsus  (Porzh Leskon, Bodivit Band, Pachpi trip...) ha lod siouloc'h (Dibunadeg, Ton sioul, ar ganaouenn Karantez...) e lak da glevet e varregezhioù teknikel da vravaat an tonioù.

 

Awenet ha gwriziennet eo Konogan e sevenadur Breizh, met e stumm da soniñ a gas ac'hanomp war-zu kantreoù all (Iwerzhon, ar Balkanioù, Galiza, Bro-Skos).

 

 

Arzourien varrek a vod o anaoudegezhioù liesseurt hag a ro livioù rock, jazz, maloya pe c'hoazh berber d'ar bladenn.

Souezhet e voc'h gant 11 ton D'AR PEVARLAMM, sonet a-unan pe a-gevret.

 

Paker Prod

 

 

An arzourien :

 

  • Thibault Niobé : gitar jazz-folk-slide-tredan, bouzouki, banjo, kempennadurioù
  • Erwan Volant : gitar-boud 
  • Jean-Marie Nivaigne : tamboulin, karkabu, bendir, bambo
  • Gabriel Faure : violoñs
  • Tangi le Gall-Carré : akordeoñs daoudonek
  • Youenn Chapalain : binioù
  • Elsa Corre : kan