deltu-pevarlamm-konogan-an-habask

 

War ar bladenn-mañ e kinnig ar strollad Pevarlamm, en-dro d'ar soner Konogan an Habask (bombard, binioù; pib-ilin, low whistle), tonioù ha kanaouennoù nevez-savet pe hengounel adkempennet, a Vreizh met ivez a Iwerzhon pe c'hoazh a C'halisia.

 

Ar ganerez Elsa Corre a zigas he levezon a vro-C'halisia hag he mouezh priziet war kanaouennoù nevez-savet e brezhoneg.

 

Dre ar bladenn "Deltu" e c'hell ar selaouerien klevet son nevez Pevarlamm gant dañsoù lañsus (Bigoudenn, pourled, Jigs...) pe c'hoazh tonioù siouloc'h ha fromus (kanaouennoù, tonioù gwerz).

Ar binioù hag ar vombard a ginnig ur sell divoutin hag a-wechoù dic'hortoz !

 

Priziet eo "Deltu" e-touez 24 albom, kar eus Breizh en un doare bennak, evit Priz Bras an Telegramm 2016.

 

 

 


 

Paker Prod

 

An arzourien :

 

  • Konogan an Habask : bombard, binioù, pib-ilin, fleüt
  • Elsa Corre : kan, kayamb
  • Thibault Niobé : gitar jazz & folk, bouzouki
  • Erwan Volant : gitar-boud 
  • Gabriel Faure : violoñs, mandol, biol garantez
  • Jérôme Kerihuel : taboulin, binviji-skeiñ

 

Pedet : Patrick Péron : Ograou Hammond