Koublad sonerien binioù-bombard.

Ar c’houblad sonerien-mañ, ennañ Konogan an Habask gant ar vombard ha Youenn Chapalain gant ar binioù,  a zo bremañ anavezet mat e bed ar sonerien.

 

O doare da seniñ, a-vremañ, a chom stag ouzh o gwrizioù. Ar fed meskañ tonioù hengounel gant sonaozadurioù a zigas d'ar c'houblad ur son dezhañ a zo hiziv arouezus eus sonerezh koublad a Gerne Izel.

 

E Breizh ez int bet klevet e pep korn-bro, e festoù-noz hag e gouelioù-meur, pe c’hoazh e euredoù... Lakaet o deus an dud da zañsal e Yaouank, e Gouelioù Meur Kerne, Gouelioù Etrekeltiek an Oriant, festival Klegereg, festival Roue Waroch, festival Fisel, Gallésie en fête, Printemps de Chateauneuf, nozvezh ar gavotenn, Bagadañs, Taol Kurun, fest noz Villejuif, joutes de l’Aven, dibenn-sizhun ar vombard…

 

Photo Serj Philouze