Abadenn & Fest Noz pib-ilin-gitar.

Kinnig a ra an daouad an Habask-Bizien un doniaoueg iwerzhonat ha breizhat, enni tonioù hengounel ha sonaozadurioù. Kejañ a ra daou remziad : Konogan an Habask gant ar pib-ilin ha whistles ha Bernard Bizien gant ar gitar ha bodhran.

 

An hini kentañ a c’heller klevet gant e strollad Pevarlamm, hag egile a c’hoari da skouer gant Jamie McMenemy 4, hag en deus bet c’hoariet gant sonerien iwerzhonat brudet evel Paddy Keenan pe c’hoazh Martin O’Connor. Sed aze sonerien donezonet a vo flouret hon divskouarn gant o sonerezh c’hwek.

 

DSC 5852

 

Konogan an Habask : pib-ilin & whistles

Bernard Bizien : gitar-bodhran