Triad Festoù-noz & abadennoù. 

 

Pevarlamm KH Tri blue

 

 

 

Savet eo bet an triad en hañv 2013 evit mont da seniñ da Vro-Skos. Konogan an Habask (binioù, bombard, pib-ilin, low whistle), Gabriel Faure (violoñs, mandol) ha Thibault Niobé (gitar). Ar strolladig-se a ginnig deomp ur roll liesdoare, ennañ tonioù sioul kement ha lod birvidik, maget a sonaozadurioù breizhat hag iwerzhonat. Levezonioù lies pep soner a grou o sonerezh, e lec'h ma vez kavet aergelc'hioù disheñvel, troet war an eskemm hag ar primaozañ.

 

Sonet o deus e Festival Yaouank. Pedet er festival Piping Live ! e Glasgow en hañv 2013 (e-ser kampionad ar bed ar pipes-band) hag er Celtic Connections e 2015, setu ma ‘z int galvet endeo da veajiñ dreist harzoù Breizh ! Kerkoulz eo evito seniñ war leurennoù bras hag evit emgavioù bihanoc’h. Ar sonerien-se a gaver e-mesk Pevarlamm ivez, strollad nevez Konogan.

 

 

Konogan an Habask : bombard, binioù, pib-ilin & low whistle

Thibault Niobé : Gitar

Gabriel Faure : violoñs & mandol

 

Production : Lenn Production

 

lenn-quadri